2017

Degemer mat war lec’hienn ar gevredigezh Fiskal Baz’arts!

Adlañset eo ar gouel Fiskal Baz’arts ar bloaz-mañ e Plañvour evit ar bevare gwech. Niverusoc’h niverusañ oc’h o heuliañ ac’hanomp !

Deuit da zizoloiñ programm ar gouel ha deuit d’an 20 hag 21 a viz mae 2017 da zizoloiñ arzourien, artisaned ha da gemer perzh gant plijadur e ti-feurm Bod er Zant !

ABADENNOU AR SADORN 20 A VIZ MAE

 

5e Deskiñ dañsoù Breizh.

6e Sonadeg Gildas Buhe ha Philippe Gloaguen

Gildas Buhe ha Philippe Gloaguen a ginnig deoc’h ur sonadeg lec’h ma z’eo mesket ar c’han, ar saxo hag ar gitar.
Kinnig a reont kanaouennoù nebeut anavezet pe dianavezet, diwar-benn istor Breizh, met ivez tonioù bet kompozet gante.

7e30 Kaoteriad gant produioù ar vro.

8e Fest-noz gant :

  • Tassin/Pérennès : akordeoñs-treujenn-gaol

 

  • Revest/Leignel : bombard-biniou

  • Pensec/Billon : kan ha diskan

  • Le Bot/Cosquer : bombard-biniou

  • Ar vreudeur Loridan : akordeoñs –fleutenn-dreuz

  • Le Garrec/Feray : akordeoñs-treujenn-gaol

Kinniget e vo gant an daou zaouad-se al labour bet kaset da benn e skol sonerezh Plañvour e-kerzh ur staj sonerezh Breizh, aozet gant ar gevredigezh « Les accordéonistes lorientais »

11e30 Fest-noz gant Amieva

Kejet he deus ar ganerez Clara Diez Márquez ouzh 3 soner eus Breizh : Yann Le Nay gant ar violoñs, Erwan Ganier gant an taboulinoù ha Fañch Loric gant an akordeoñs
Ur perzh boutin etreze : an hengoun
Asturies é kanal, Breizh é tañsal

 

ABADENNOU AR SUL 21 A VIZ MAE

 

 

Adalek 2 eur !

Wapiti show

kevret gant MAPL, da geñver ar sikour « Plug in play » : ur strollad elektro/rock o veskañ nerzh ar gitar gant sonioù boud elektronek, gant ul lusk bamus.

Ha petra c’hoazh…?

The Wapiti Show est un groupe lorientais né en 2010 d’une amitié entre deux allumés de pop et de rock : Pierre et Fred. En 2014, Cédric (batteur), puis en 2016, Christophe, bassiste, les rejoignent et ajoutent leur punch et leur dynamisme à une musique électro/rock festive et déjantée. Leurs histoires se déroulent aux US, où leur héros, après avoir tout perdu au poker, prend le chemin de sa résurrection en parcourant le pays à la recherche de son âme perdue. Les voix s’envolent, les solos guitares s’enchainent sur des compositions originales et des rythmes effrénés. A découvrir.

https://soundcloud.com/wapitishow

Krouiñ

strollad c’hoariva war ar prim.

Chérif Cissoko

ur meskaj soutil etre an hengoun hag ar bed a-vremañ, bouetet eo sonerezh Chériff Cissoko gant ar jazz, ar salsa, ar m’balaax, ar reggae, ar rock pe c’hoazh an Hip-Hop. Diskouez a ra e ganouennoù liesyezhek e wrizioù dezhañ.

Le Klak

hucherien-straed

Pat’, Paul et Mik

3 vouezh, 1 ukulele, 1 gourvioloñs, ur valizenn evit an taboulinoù, ur sammad ardinvinkoù a ra trouz… hag ur c’hoant bras mont e darempred gant an dud dre ar c’hoarzhadennoù !

Bern’after

Evit eurvezh diwezhañ ar gouel hag evit lidañ e 70 vloaz, e vo kinniget gant Bernard kanaouennoù saozneg e yaouankiz… ha marteze ho hini deoc’h-c’hwi ivez !

 

 

Galv d’an dud a youl vat

Deuet oc’h dija da gouel Fiskal Baz’arts, klevet ho peus komz deus outañ, huñvral a rit da anavezout anezhañ… Kemerit perzh o lakaat ho anv evel den a youl vat (mont e-barzh, tavarn, boued, parklec’h, buheziñ…) !
Deuit e darempred ganeomp o leuniañ ar bajenn :
D’an 20 ha 21 a viz mae e vo aozet ar gouel ar bloazh-mañ, e Bod er Zant (Plañvour) !
Al liammoù web :


Mersi deoc’h ha ken ar c’hentañ tro !
Skipailh Fiskal Baz’arts.