Abaoe 2016 e vez kinniget ur priz frank evit mont e-barzh… met eus petra ‘zo kaoz ?

Bezañ digor d’ar muiañ niver a fell deomp. Pep hini a ro ur sammad hervez e yalc’had. N’eo ket digoust ar gouel, koulskoude ! N’haller ket aozañ ur gouel hep frejoù : arzourien, tud an teknik, kehentiñ…

Evit kemer perzh er festival e vez dibabet gant pep hini pegement ‘vo roet gantañ d’ar gouel, o terc’hel kont eus koust ar gouel, eus e yalc’had dezhañ/dezhi ha eus ar blijadur en devo o vezañ amañ ! Ma vez roet nebeut gant reoù ‘zo e vo roet muioc’h gant reoù all… a-stroll e vo kempouezet ar budjed !